Bertrand Piccard


Bertrand Piccard
Bertrand Piccard
Bertrand Piccard e 1999
Deiziad ganedigezh 1añ a viz Meurzh 1958
Lec'h ganedigezh Lausanne Suis
Bro Suis
Micherioù Nijour

Bredvezeg

Lec'hienn internet http://bertrandpiccard.com/

Bertrand Piccard, ganet d'ar 1añ a viz Meurzh 1958 e Lausanne, a zo ur bredvezeg hag un nijour a vro Suis. Brudet eo evit bezañ deuet a-benn, gant ar blenier kirri-nij breizhveuriat Brian Jones, d'ober kentañ tro-ar-bed gant ur baloñs (eus ar 1añ d'an 21 a viz Meurzh 1999) anvet Breitling Orbiter 3. Brudet eo ivez evit bezañ bet dioroer ha blenier an nijerez dre heol Solar Impulse, gantañ e vo graet un tro-ar-bed all etre Meurzh 2015 ha Gouhere 2016.

Bet eo Bertrand Piccard mab d'ar moroniour Jacques Piccard ha mab-bihan d'ar fizikour Auguste Piccard.


Developed by StudentB